Beta Israel
Beta Israel ((he) בֵּיתֶא יִשְׂרָאֵל, Beyte Yisra'el; geuzeg ቤተ እስራኤል, Beta ʾƏsrāʾel, modern Bēte 'Isrā'ēl, EAE: Betä Ǝsraʾel, "Ti Israel" pe "Kumuniezh Israel"), anavezet ivez evel Yuzevien Etiopia ((he) יְהוּדֵי אֶתְיוֹפְּיָה: Yehudey Etyopyah; geuzeg : የኢትዮጵያ አይሁድዊ, ye-Ityoppya Ayhudi) zo ur gumuniezh yuzev eus Etiopia. Bevet o doa e-pad kantvedoù e Rouantelezh Aksoum hag en Impalaeriezh Etiopian, e rannvroioù modern Amhara ha Tigrae. Ar brasañ eus ar gumuniezh a oa divroet da Israel e dibenn an XXvet kantved.
Bevañ a raent e norzh hag e biz Ethiopia, strewet e 500 kêriadennig war un tiriad ledan e-kichen pobladoù muzulman ha kristen. O doare Yuzevegezh zo anvet Haymanot, ur relijion israelit disheñvel diouzh ar Yuzevegezh rabinek. Evit doare e oant bet dispartiet eus ar c'humuniezhoù yuzev all er bed abaoe ur milved da nebeutañ. Doareoù disheñvel o deus da lakaat o relijion e pleustr e-keñver ar peurrest eus ar Yuzevegezh met klotañ a ra ouzh Yuzevegezh an eil Templ. Gouzañv a rejont heskinerezh relijiel hag un darn vras anezho a oa bet rediet da dreiñ ouzh ar Gristeniezh e-kerzh an XIXvet hag an XXvet kantved. Ar re droet a oa bet anvet Falash Mura. Ar gumuniezh kristen Beta Abraham, o dez kustumoù dam-israelit, o doa liammoù a-gozh ouzh ar Beta Israel moarvat.
Skoulmet e oa bet darempredoù en-dro ouzh ar Yuzevien all e-kerzh an XXvet kantved, ar pezh a lakaas dizemglev e metoù ar rabined evit gouzout hag-eñ e oant yuzevien pe get, dreist-holl pa oa bet krouet Israel e 1948 : breud a savas neuze war an halac'ha kenkoulz ha war Bonreizh Israel. E 1977 e voe divizet e talvezje Lezenn an Distro evito ivez hag ez eas forzhig a dud Beta Israel da Israel gant sikour ar stad-se hag ar Stadoù-Unanet. E 2008 e oa tro-dro 119 300 a vBeta Israel er vro, 81 000 bet ganet en Etiopia ha 38 500 bet ganet en Israel.